Emgann Albuera

Battle of Albuhera gant William Barnes Wollen

Emgann Albuera a voe stourmet d'ar 16 a viz Mae 1811, ul lodenn eo eus ar Brezel Dizalc'hted Spagn. Un nerzh milourel kemmesk a saozon, spagnoled ha portugaliz o devoa taget an Armée du Midi (lu ar su) c'hall en ur gêriadennig spagnol Albuera, lec'hiet 20 kilometrad e su ar c'hreñvlec'h harzoù Badajoz.

An nerzhioù lu enebet e kêriadenn Albuera a oa bet tizhet don. a-benn ar fin e oa kilet ar c'hallaoued d'an 18 a viz Mae 1811. Lu Beresford a oa bet gant kolloù ha skuizhder re uhel evit gellet mont a-dreñv al lu c'hall hag aloubiñ Badajoz. En desped da c'hwitadenn Soult evit dieubiñ kêr, an emgann a oa chomet unan didalvoud pe dost a-fed strategel evit ar brezel. Ur miz war-lerc'h e miz Even 1811, ar Gevredidi a voe rediet paouez gant o seziz pa oa o tostaat an armeoù adsavet Armeoù gall Portugal hag Andalouzia.

Kolloù ar Gevredidi a oa bet etre 5916 ha 7000 lazhet pe gloazet ha 1000 prizoniet war un hollad a 35 284 (10 449 saoz ha 10 201 portugiz, 14 634 spagnol), evit ar C'hallaoued 5935–7900 lazhet pe gloazet war un hollad a 24 260.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search